lirikcinta.com
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

er-maez - tri bleiz die lyrics

Loading...

n’eus forzh poent, deiz pe noz, ha n’eus forzh e pe amzer
koulz dindan ar yenien ha dindan an tommder
pa ra glav, pa ‘z eus erc’h, kurun, avel, skorn, kazarc’h
e vev er-maez gant netra, netra ‘met ar glac’har ;
glac’har e vuhez paour, poan e vuhez kriz meurbet
eus tarzh-an-deiz da serr-noz o c’houzañv penn-da-benn
gouzañv ar vourc’hizien a vallozh ouzh e welet
ha digasted an dremenerien, setu e blanedenn

er-maez, er-maez, er-maez, er-maez
e-pad ar goañv hag an nevez-amzer
er-maez, er-maez, er-maez, er-maez
e-pad an hañv hag an diskar-amzer

gwall bell zo n’en deus ken kousket klet en ur gwele
abaoe m’en deus kollet labour ha tud karet ;
pet mintin c’hoazh da zihuniñ war ar riblenn-straed
da glevet : « war-sav ! sac’h gwin, arabat chom aze ! »
amañ pe e lec’h all, n’en deus neblec’h da vonet
e hent ‘zo un hent-dall, un hent riboul hep dibenn
reuzeudik eo e stad, e ene ‘zo daonet
truezus eo e donkad ha kalet e steredenn

er-maez, er-maez, er-maez, er-maez
e-pad ar goañv hag an nevez-amzer
er-maez, er-maez, er-maez, er-maez
e-pad an hañv hag an diskar-amzer

hag e-keit-se er skinwel ‘vez gwelet
ur c’hinniger treiñ ur rod alaouret
ha lavaret d’an neb ‘zo mat d’e glevet
al loar, ar stered …

Random Song Lyrics :

Popular

Loading...